Ar Redadeg

Ar Redadeg Ar Redadeg a eilek tro Breizh evit ar brezhoneg / La course en relais nuit et jour. Du 08 au 16 mai 2026

(en français, plus bas)

E 2022 : d'ar 20 betek an 28 a viz Mae, eus Gwitreg (35) betek Gwened (56). Ur redadeg a-eilek eo « ar Redadeg », savet e 2008 hag a vez redet bep eil bloaz. Ur gouel a-dreuz Breizh eo hag a vod an dud deiz ha noz, hep ehan rak arouez vev treuzkas ar brezhoneg eo a rummad da rummad, a vro da vro, ur yezh yac’h, oberiant ha gant startijenn ! Evit skoazellañ raktresoù evit ar brezhoneg e vez gwerzhet ar c’hilometradoù d’an dougerien. Dasparzhet e vez ar gounid etre raktresoù nevez ha liesseurt dibabet bep bloaz, bepred evit skoazellañ ar yezh er gevredigezh a-vremañ, ar c’helenn pe ar mediaoù, implijout ar yezh er vuhez foran, reiñ tu d’ar vrezhonegerien d’ober gant o yezh...

Tremen a raio dre 5 departamant Breizh a-hed 2022 km ha dre vuioc’h a 300 kumun
Evit ar 7vet Redadeg e 2021 e loc’ho ar Redadeg d’ar gwener 21 a viz Mae eus Karaez betek an degouezh e Gwengamp d'ar sadorn 29 a viz Mae. Difenn a ra ar Redadeg gêr-stur « Brezhoneg ha plijadur » ! Gallout a reer redek gant ar familh, etre mignoned pe genlabourerien, treuzwisket, en ur seniñ, heuliañ ar Redadeg war droad pe gant botoù-ruilh, gant karrigoù-babig pe war varc’h-houarn... sevel gouelioù pe ober e vad eus ar festoù-noz pe ar festoù-deiz, eus an abadennoù c’hoariva, eus ar standoù, an dijunioù... kavet diouzh al lec’h hag ar c’houlz ma tremeno ar Redadeg. Kemer plijadur eo ar pal kentañ, bezañ gwelet ha diskouez omp niverus o vezañ mennet gant ur yezh vev e Breizh hag evel just un digarez brav da glevout ha da gaozeal brezhoneg ! Ar vazh, arouez ar brezhoneg, a zo kuzhet enni ur gemennadenn hag a vo kaset a zorn da zorn betek kêr an degouezh, hag a vo lennet dirak an holl ur wech erru ar rederien. Un darvoud war un dro kengred, sportel, sevenadurel, bevet a-stroll ha gant plijadur. Un darvoud dezhañ ul levezon bras war ar mediaoù (e Breizh ha pelloc’h), war an armerzh (war eeun pe da eil) ha war ar sevenadur.

___________________

En 2022, départ de Vitré (35), le 20 mai, arrivée à Vannes le 28 mai, après 2022 km de relais. La Redadeg est une course de relais lancée en 2008 et qui a lieu tous les deux ans. Festive et populaire, elle traverse la Bretagne, de jour comme de nuit pour symboliser la transmission d’une langue bretonne vivante, créative et dynamique, à travers les générations et les territoires. Pour soutenir des projets en faveur de la langue bretonne les kilomètres sont vendus et le bénéfice est redistribué. Ce sont des initiatives nouvelles sélectionnées sur dossier, elles sont très diverses et peuvent concerner l’enseignement, les loisirs, les médias, le sport ou la culture mais toujours favorisent la pratique du breton dans la vie sociale et familiale. La course parcourra les 5 départements bretons sur 2022 km en traversant plus de 300 communes. En 2022, pour sa 8ème édition la Redadeg partira de Vitré (35) le vendredi 20 mai pour arriver à Vannes (56) le samedi 28 mai. La Redadeg défend le principe « Brezhoneg ha plijadur » ! « langue bretonne et plaisir » ! On peut y courir en famille, entre amis ou collègues, déguisé, en musique, suivre la course à pieds ou en rollers, en poussettes ou à vélo… créer de l’animation ou profiter des festivités locales, concerts, théâtre, stands, petits déjeuners… organisés selon le lieu et l’heure du passage de la course. L’essentiel est de participer, d’être vus, de s’amuser et c’est aussi l’occasion d’entendre, de faire entendre et d’utiliser le breton ! Le témoin, symbole de la langue bretonne, transporte un message gardé secret, il passe de main en main et est lu à l’arrivée. La Redadeg est un événement à la fois solidaire, sportif, culturel, populaire et festif.

📢 KINNIG LABOUR / OFFRE D'EMPLOI 🏃‍♂️💨📍 E Karaez pe e pell-labour💼 Kevrad termenet gant termen amresiz (amzer leun)📅 Dei...
26/06/2026

📢 KINNIG LABOUR / OFFRE D'EMPLOI 🏃‍♂️💨

📍 E Karaez pe e pell-labour
💼 Kevrad termenet gant termen amresiz (amzer leun)
📅 Deiziad kregiñ : 14/09/2026

Plijout a ra deoc'h ar raktres hag al labour skipailh ?
Deuit da lakaat ho youl e servij ar yezh !

👉 Muioc'h ditouroù da gavout war hon lec'hienn :
https://www.ar-redadeg.bzh/

📍 À Carhaix ou en télétravail
💼 Contrat défini à terme imprécis (temps plein)
📅 Prise de poste : 14/09/2026

Vous aimez le travail d'équipe et les projets porteurs de sens ?
Rejoignez l'aventure !

👉 Retrouvez la fiche de poste complète sur notre site internet :
https://www.ar-redadeg.bzh/

Trugarez d'hor c'heveler Decor enseignes da vezañ kinklet ken brav otoioù ar Redadeg evel ma reont abaoe bloavezhioù.Mer...
24/06/2026

Trugarez d'hor c'heveler Decor enseignes da vezañ kinklet ken brav otoioù ar Redadeg evel ma reont abaoe bloavezhioù.

Merci à notre partenaire Decor Enseigne d'avoir si joliment décoré les véhicules de la Redadeg comme ils le font depuis des années.
📷

19/06/2026
🟢 🟡 SKIPAILHOÙ LEC'HEL 🟡 🟢 Trugarez vras d'an holl skipailhoù lec’hel ! 💛A-hed an 2226 km int bet amañ evit ober war-dro...
10/06/2026

🟢 🟡 SKIPAILHOÙ LEC'HEL 🟡 🟢

Trugarez vras d'an holl skipailhoù lec’hel ! 💛

A-hed an 2226 km int bet amañ evit ober war-dro ar surentez, luskañ, bleniañ, henchañ, noz ha deiz.

A-drugarez d'o energiezh, mousc'hoarzhoù ha d'o engouestl eo bet brav Redadeg 2026.

Un grand merci à toutes les équipes locales ! 💛

Elles ont été présentes sur les 2 226 km du convoi pour assurer la sécurité, animer, conduire et orienter, de jour comme de nuit.

Grâce à leur énergie, leurs sourires et leur engagement, elles ont contribué à la réussite de la Redadeg 2026. ✨

🟢🟡 SKaR SURENTEZ 🟡🟢Gant ur strollad youlidi eo bet graet war-dro ar surentez a-hed ar sizhun : Skipailh Kreiz ar Redadeg...
06/06/2026

🟢🟡 SKaR SURENTEZ 🟡🟢

Gant ur strollad youlidi eo bet graet war-dro ar surentez a-hed ar sizhun : Skipailh Kreiz ar Redadeg !
A-drugarez dezhe e vez stummet ar skipailhoù lec’hel araok pep prantad labour, sikour a reont pa vank tud er skipailhoù pe pa ‘vez lec’hioù dañjerus war an hent hag evel just e vez kaset startijenn gante war hentoù Breizh ! Mersi bras dezhe evit an amzer roet d’ar gevredigezh e-pad sizhunvezh Redadeg, deus al loc’hañ d’an degouezh !

L’équipe de la sécurité a été assurée par des bénévoles venus des cinq coins de la Bretagne !
Ils s’occupent de la formation des équipes locales, aident lorsqu’il y a des besoins, renforcent la sécurité sur les lieux dangereux et bien évidemment apportent de l’énergie sur les routes bretonnes ! Merci beaucoup à cette superbe équipe pour leur temps donné à l’association durant la semaine de la Redadeg, du départ à l’arrivée.

🟢🟡GOPRIDI AR REDADEG🟡🟢Dalc’het eo bet ar vazh-test gant gopridi ar Redadeg e-kerzh ar sizhunvezh. Trugarez dezho evit al...
02/06/2026

🟢🟡GOPRIDI AR REDADEG🟡🟢

Dalc’het eo bet ar vazh-test gant gopridi ar Redadeg e-kerzh ar sizhunvezh.
Trugarez dezho evit al labour a zo bet kaset da benn araok, e-pad ha bremañ goude an darvoud.

🏃‍♂️Fulup, rener (directeur).
🏃‍♀️Katell, skoazellerez a gehentiñ (assistante de communication).
🏃Cyril, kenurzhier pleustrek (coordinateur opérationnel).

Le bâton témoin a été tenu par les salariés de l’association à différents moments de la semaine.
Merci à eux pour le travail réalisé avant, pendant et maintenant après la Redadeg.

🎉C'HOARI KONKOUR : Gounezit ho Pass 3 devezh evit GBB 2026 !!Ma 'z eus ur bloavezh hag a zo merket gant lusk ar brezhone...
28/05/2026

🎉C'HOARI KONKOUR : Gounezit ho Pass 3 devezh evit GBB 2026 !!

Ma 'z eus ur bloavezh hag a zo merket gant lusk ar brezhoneg, eo hini 2026 hep mard ebet.

Goude berzh ar Redadeg en nevez-amzer e teuio Gouel Broadel ar Brezhoneg en hañv, pinvidik eo an deiziadur evit ar vrezhonegerien hag ar re a gar ar yezh.

Setu an eil c'hoari asambles evit lakaat ac'hanoc'h da c'hounid ur Pass 3 devezh evit GBB 2026 !

👉 Evit kemer perzh :

✔️ Heuliañ .bzh ha
❤️ Like ar post-mañ
✍️ Skrivañ un evezhiadenn o lâr deomp un eñvorenn e GBB pe er Redadeg, hag o venegiñ ur vignon·ez

📅 Tennadenn d'ar sort d'an 22 a viz Even 2026.
____________

🎉JEU CONCOURS : Gagnez votre T-shirt Redadeg 2026 !!

S'il y a une année qui est marquée par le rythme de la langue bretonne, c'est bien 2026 !
Après le succès de la Redadeg au printemps, vient Gouel Broadel ar Brezhoneg cet été, l'agenda des bretonnant·e·s et des amoureux·ses de la langue est riche.

Voici le deuxième jeux-concours pour vous faire gagner un pass 3 jours pour GBB 2026 !

👉 Pour participer :
✔️ Suivre .bzh et
❤️ Liker ce post
✍️ Comment avec un souvenir de GBB ou à la Redadeg et en mentionnant un·e ami·e
📅 Tirage au sort le 22 juin 2026.

Devezh 9 : Deus Sant-Teuvel da Naoned. Uhel ar vrec’h eo bet treuzkaset ar vazh-test evit devezh diwezhañ ar Redadeg ! L...
27/05/2026

Devezh 9 : Deus Sant-Teuvel da Naoned.

Uhel ar vrec’h eo bet treuzkaset ar vazh-test evit devezh diwezhañ ar Redadeg !

Le bâton témoin a été transmis de main en main jusqu’au 9ème jour !

Gwall drist eo bet lakaet skipailh ar Redadeg o klevet e oa aet da anaonDominique Allain digwener. Dimerc'her en doa kem...
20/05/2026

Gwall drist eo bet lakaet skipailh ar Redadeg o klevet e oa aet da anaon
Dominique Allain digwener. Dimerc'her en doa kemeret perzh e skipailh
lec'hel Bro an Oriant evit kas bazh test ar Brezhoneg betek Lomener.

D'e familh ha d'e vignoned e kasomp hor gourc'hemennoù a gengañv.

C'est avec tristesse que l'équipe de la Redadeg a appris le décès de
Dominique Allain vendredi dernier. Mercredi il était de l'équipe locale
du Pays de Lorient pour accompagner le bâton témoin de la langue
bretonne jusqu'à Lomener.

A sa famille et à ses amis nous adressons nos sincères condoléances.

Adresse

Rennes

Notifications

Soyez le premier à savoir et laissez-nous vous envoyer un courriel lorsque Ar Redadeg publie des nouvelles et des promotions. Votre adresse e-mail ne sera pas utilisée à d'autres fins, et vous pouvez vous désabonner à tout moment.

Raccourcis

Partager